Stagañ a ra e azen ouzh ar winienn, hini bihan e azenez ouzh ar c'hef-gwini dibabet. Gwalc'hiñ a ra e zilhad er gwin, e vantell e gwad ar rezin.
Mazhev 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned o lavarout dezho: It d’ar vourc’h a zo dirazoc’h, kavout a reot kerkent un azenez stag hag un azen yaouank ganti. Distagit anezho hag o degasit din. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) It d’ar villajen a zo dirazoc’h; kavout a refot eno kerkent eun azenes stag, hag he eubeul ganthi; distagit anezhe hag ho digassit d’in. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En ul laret: Quêrhet d’er vourc’h e zou dirac‐hoh, ha hui e gavou un azennès staguet, hag hé hébêl ital d’hi: distaguet ind ha digasset ind t’eign. |
Stagañ a ra e azen ouzh ar winienn, hini bihan e azenez ouzh ar c'hef-gwini dibabet. Gwalc'hiñ a ra e zilhad er gwin, e vantell e gwad ar rezin.
Pa dostajont ouzh Jeruzalem ha ma voent e Betfage, tost da Venez an Olived, Jezuz a gasas daou eus e ziskibien,
Mar lavar unan bennak un dra bennak deoc’h, respontit: An Aotrou en deus ezhomm anezho. Ha raktal o lezo da vont.
Eñ a lavaras: It e kêr da gavout an den-mañ-’n den ha lavarit dezhañ: Ar Mestr a lavar: Va amzer a zo tost, ober a rin ar Pask ez ti gant va diskibien.