Da destenioù a zo ar started hec'h-unan. Ar santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioù.
Mazhev 21:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lavarout a reas dezho: Skrivet eo: Va zi a vo galvet un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Scrivet eo: Va zi a vezo galvet eun ti a beden; mes c’houi hoc’h euz great anezhan eur c’havern a laeron. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag e laras dehai: Scrihuet‐é, Me zy e vou galhuet en ty a beden, mæs hui e hoès groeit anehou ur groh laëron. |
Da destenioù a zo ar started hec'h-unan. Ar santelezh a gaera da di, o AOTROU, evit hedad an amzerioù.
o degasin a rin ivez da'm menez santel, hag e roin levenez dezho em zi a bedenn; o loskaberzhoù hag o aberzhoù a vo degemeret mat wat va aoter, rak va zi a vo anvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù.
An ti-mañ ma'z eo galvet va anv warnañ, ha n'eo ket d'ho taoulagad nemet ur c'havarn laeron? Ha setu, me a wel kement-se, eme an AOTROU.
Hag e kelenne en ur lavarout: N’eo ket skrivet: Va zi a vo galvet un ti a bedenn evit an holl vroadoù? Met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
o lavarout dezho: Skrivet eo: Va zi a zo un ti a bedenn, met c’hwi hoc’h eus graet anezhañ ur c’havarn laeron.
Met kement-se a zo evit ma vo peurc’hraet ar ger a zo skrivet en o lezenn: Va c’hasaet o deus hep abeg.