Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h evel kolonennoù moged, frondet gant mir hag ezañs, gant pep seurt louzoù-frondus ar varc'hadourien.
Mazhev 21:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa voe antreet e Jeruzalem, holl gêr a voe mantret, hag e lavarent: Piv eo hemañ? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe antreet en Jerusalem, ar gear holl a oe mantret, hag e lavarent: Piou eo he‐man? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha pe oé oeid é Jerusalem, ol dud a kær e oé bâmet hag e laré: Pihue é honnéh? |
Piv eo an hini a bign eus ar gouelec'h evel kolonennoù moged, frondet gant mir hag ezañs, gant pep seurt louzoù-frondus ar varc'hadourien.
Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.
Ar re a gerzhe a-raok hag ar re a heulie a grie: Hozanna da Vab David! Benniget ra vo an hini a zeu en anv an Aotrou! Hozanna el lec’hioù uhel meurbet!
a gomzas outañ hag a lavaras dezhañ: Lavar deomp dre beseurt galloud e rez an traoù-se, pe piv en deus roet dit ar galloud-se?
Neuze ar skribed hag ar farizianed en em lakaas da c’hrozmolat ha da lavarout: Piv eo hemañ hag a wallgomz? Piv a c’hell pardoniñ ar pec’hedoù, nemet Doue hepken?
Ar re a oa ouzh taol gantañ en em lakaas da lavarout enno o-unan: Piv eo hemañ hag a bardon zoken ar pec’hedoù?
Herodez a lavaras: Lakaet em eus troc’hañ e benn da Yann, met piv eo hemañ a glevan an hevelep traoù diwar e benn? Hag e c’hoantae gwelout anezhañ.
Neuze ar Yuzevien, o kemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Peseurt mirakl e tiskouezez deomp evit ober kement-se?
Eñ a respontas: Piv out, Aotrou? An Aotrou a lavaras: Me eo Jezuz a heskinez. Kalet e vo dit herzel a-enep ar broudoù.
Hag e kerzhjont o-div betek ma en em gavjont e Betlehem. Evel ma'z aent e-barzh Betlehem, ar gêr a-bezh a voe strafuilhet en abeg dezho, hag e voe lavaret: Ha n'eo ket Naomi?
Samuel a reas evel m'en doa lavaret an AOTROU , hag e teuas da Vetlehem. Henaourien kêr a zeredas spouronet dirazañ en ur lavarout: Hag e teuez evit hor mad?