Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell.
Mazhev 20:32 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz, o chom a sav, o galvas hag a lavaras: Petra a fell deoc’h e rafen evidoc’h? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a choumaz en he za, hag o veza galvet anezhe, e lavaraz dezhe: Petra hoc’h euz c’hoant e rafen deoc’h? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha Jesus e arzàüas, hou galhuas hag e laras dehai: Petra e fell d’oh ma rein aveid‐oh? |
Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: C'hoazh en em lezin kaout truez ouzh ti Israel, evit ober kement-mañ dezho: Kreskiñ a rin an dud evel un tropell.
Eñ a lavaras dezhi: Petra a fell dit? Hi a lavaras dezhañ: Gourc’hemenn ma vo va daou vab a zo amañ, azezet ez rouantelezh unan a-zehou hag egile a-gleiz dit.
Ar bobl a c’hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc’h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
Dre-se, o vezañ bet galvet, on deuet hep arvar. Goulenn a ran eta ouzhoc’h evit petra hoc’h eus va lakaet da zont.
Na vezit nec’het gant netra, met en holl lec’hioù lakait ho koulennoù dirak Doue dre bedennoù hag aspedennoù gant trugarez,