Mazhev 20:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas er-maez war-dro an deirvet eur hag e welas re all a oa war ar blasenn hep ober netra. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mond a reaz c’hoas er meaz var‐dro an trede heur, hag e velaz darn all pere a oa var ar blasen hep ober netra, hag e lavaraz dezhe: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ean e yas er mæz ardrô en dairvèd ær hag él ma cavas ér dachen tud hemb labour, ean e laras dehai: |
Setu amañ direizhder da c'hoar Sodom: lorc'hentez. Bez' he doa fonnusted a vara ha didalvoudegezh vak, hi hag he merc'hed, met n'he deus ket nerzhekaet dorn an ezhommeg hag ar paour.
Ober a reas marc’had gant al labourerien eus un diner dre zevezh hag o c’hasas d’e winieg.
Lavarout a reas dezho: It ivez da’m gwinieg hag e roin deoc’h ar pezh a vo reizh. Hag ez ejont.
Met he mistri, o welout o doa kollet an esper eus o gounid, a grogas e Paol hag e Silaz, hag o stlejas war al leurgêr dirak ar pennoù-kêr.
Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d’egile, ha n’int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n’int ket dereat.
evit na zeuot ket didalvez, met ma teuot heñvel ouzh ar re o deus ar promesaoù da hêrezh dre ar feiz ha dre ar basianted.