Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




1 Timote 5:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

13 Ha gant kement-se, o vezañ didalvez, en em gustumont da vont eus an eil ti d’egile, ha n’int ket hepken didalvez, met ivez komzerezed ha kurius, o lavarout traoù n’int ket dereat.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

13 Ha gant kement‐se e teskont beza didalvez, o rodal euz an eil ti d’egile; ha n’int ket hep‐ken didalvez, mes ive barbillerezed ha merc’hed curius, ha lavaret a reont traou ha n’int ket deread.

Ver Capítulo Copiar




1 Timote 5:13
14 Referencias Cruzadas  

An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, met an hini a zo leal a spered a guzh an afer.


An droukkomzer a ziskuilh ar sekredoù, pella eta diouzh an hini a gar digeriñ e vuzelloù.


Eveshaat a ra ouzh doare he ziegezh, ha ne zebr ket bara an didalvoudegezh.


Trouzus hag hep dalc'h eo, he zreid ne chomont ket en he zi;


N’i ket da embann brud fall e-touez da bobl. Ne savi ket a-enep gwad da nesañ. Me eo an AOTROU.


Chomit en ti-se, o tebriñ hag oc’h evañ ar pezh a vo roet deoc’h, rak al labourer a zo dleet dezhañ e c’hopr. Na dremenit ket eus un eil ti d’egile.


Gouzout a rit penaos ne’m eus kuzhet netra eus an traoù a oa talvoudus deoc’h, ha ne’m eus ket manket d’o disklêriañ deoc’h ha d’ho kelenn dirak an holl hag eus an eil ti d’egile,


ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.


ar pezh a reont evit o barnedigezh dre ma o deus torret o gouestl kentañ.


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


Eus an hevelep genoù e teu ar vennozh hag ar vallozh. Arabat eo, va breudeur, e vez an traoù evel-se.


Ra ne c’houzañvo hini ac’hanoc’h evel ur muntrer, pe ul laer, pe un torfedour, pe un den a emell e traoù ar re all.


Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc’hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc’h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d’ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos