Mazhev 20:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Setu, e pignomp da Jeruzalem ha Mab an den a vo lakaet etre daouarn ar veleien vras ha re ar skribed. E gondaonint d’ar marv Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Setu ni o pignat da Jerusalem, ha Mab an den a vezo livret da brinsed ar veleien ha d’ar Scribed, hag e condaonint anezhan d’ar maro, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Chetu e hamb de Jerusalem, ha Mab en Dén e vou laqueit étré deourn er Pen‐Vêlean hag er Scribed, peré er varnou d’er marhue, |
Adalek neuze, Jezuz en em lakaas da zisklêriañ d’e ziskibien e oa ret dezhañ mont da Jeruzalem, gouzañv kalz a draoù a-berzh an henaourien, ar veleien vras hag ar skribed, bezañ lakaet d’ar marv, hag adsevel a varv d’an trede deiz.
Gouzout a rit emañ gouel ar Pask a-benn daou zevezh ha Mab an den a vo gwerzhet evit bezañ staget ouzh ar groaz.
Pa voe deuet ar mintin, an holl veleien vras hag henaourien ar bobl en em guzulias a-enep Jezuz evit e lakaat d’ar marv.
Hag e lavarjont: Da betra hon eus c’hoazh ezhomm a desteni? Klevet hon eus hon-unan eus e c’henoù?
an den-se, droukroet hervez ar mennad divizet ha ragouiziegezh Doue, kroget hoc’h eus ennañ, hag o vezañ e staget ouzh ar groaz dre zaouarn an dud fall, e lakaet hoc’h eus d’ar marv.