hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.
Mazhev 20:14 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kemer eta ar pezh a zo dit ha kae kuit. Me a fell din reiñ d’an hini diwezhañ-mañ kement ha dit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Kemer ar pez a zo d’id, ha kea kuit. Felloud a ra d’in rei d’an diveza‐man kement ha d’id. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Quemeret er péh e za d’oh, hag hum dennet. Me falle d’eign rein d’en hani zou deit dehuéhan quement él d’oh. |
hag e lavaras: Deus ganin, hag e weli ar gred am eus evit an AOTROU. Evel-se e kasjont anezhañ en e garr.
Eñ a respontas da unan anezho: Va mignon, ne ran gaou ebet ouzhit. Ne’c’h eus ket graet marc’had ganin evit un diner?
Ha ne c’hellan ket ober ar pezh a fell din eus va madoù? Pe daoust ha da lagad a zo fall abalamour ma’z on mat?
Pa yunit, na gemerit ket ur min trist evel ar bilpouzed, rak e tispennont o dremm evit diskouez d’an dud e yunont. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Pa ri eta aluzen, na son ket an drompilh a-raok ac’hanout, evel ma ra ar bilpouzed er sinagogennoù hag er straedoù, evit resev gloar digant an dud. Me a lavar deoc’h e gwirionez, o deus o gopr.
Met pa bedez, kae ez kambr, hag, o vezañ serret an nor, ped da Dad a zo e-kuzh, ha da Dad hag a wel e-kuzh, en rento dit dirak an holl.
Abraham a respontas: Bugel, az pez soñj penaos ec’h eus resevet da vadoù e-pad da vuhez ha Lazar en deus bet poanioù. Bremañ eñ a zo diboaniet ha te a zo er poanioù.
ha, hervez ar galloud ac’h eus roet dezhañ war bep kig, ma roio ar vuhez peurbadus d’an holl re ac’h eus roet dezhañ.
Hogen gouzout a reomp penaos kement a lavar al lezenn, en lavar d’ar re a zo dindan al lezenn, evit ma vo serret pep genoù ha ma vo ar bed holl lakaet dindan barnedigezh Doue.
N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.