Mazhev 2:22 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met, pa glevas e rene Arkelauz e Judea e-lec’h e dad Herodez, en doe aon da vont di. O vezañ bet aliet gant Doue dre un huñvre, en em dennas e kostezioù Galilea. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes, pa glevaz e oa Arkelaüs o rên er Jude e plas he dad Herodes, hen doe aoun da vond di, hag o veza bet avertisset gant Doue dre eun huvre, en em dennaz e costeziou Galile, Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs a pe gleuas e oé Archelaus roué er Jude, é léh Herod é dad, ne gredas quet anehou monnet bet inou: ha diar ur gonz vad en doé bet én un huné, ean e hum dennas é Galile; |
eveshait he moger-difenn, sellit pizh ouzh he falezioù, evit o disklêriañ d'ar rummad da zont.
Ha pa'z eot a-zehou pe a-gleiz, da zivskouarn a glevo a-dreñv dit ur vouezh a lavaro: Amañ emañ an hent, kerzhit ennañ.
Evel ma soñje e kement-se, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas dezhañ dre e gousk, o lavarout: Jozef mab David, na’z pez ket aon da gemer ganit Mari da wreg, rak ar pezh a zo koñsevet enni a zo eus ar Spered-Santel,
Jezuz o vezañ bet ganet e Betlehem Judea, en amzer ar roue Herodez, setu, e teuas majed eus ar sav-heol da Jeruzalem,
Goude marv Herodez, setu, ael an Aotrou en em ziskouezas da Jozef en Ejipt dre un huñvre,
Goude m’o doe graet pep tra hervez lezenn an Aotrou, e tistrojont e Galilea, d’o c’hêr Nazared.
Int a respontas dezhañ: Bez’ out ivez Galileat? Evesha, ha gwel ha profed ebet a zo bet biskoazh savet eus Galilea.
Samuel a lavaras: Penaos ez in? Saül a glevo, hag am lazho. An AOTROU a lavaras: Kemer a ri ganit un annoar, hag e lavari: Deuet on da aberzhiñ d'an AOTROU .