Mazhev 2:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa weljont ar steredenn, e voe karget o c’halonoù gant levenez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa veljont ar stereden, e oe karget ho c’halon gant eur joa vraz. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ne oé quet bihan er léuiné ou doé bet a pe huélant er stiren; monet e rant quentéh én ty. |
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
Ar re-mañ, goude bezañ klevet ar roue, a yeas kuit. Ha setu, ar steredenn o doa gwelet er sav-heol a yae en o raok, betek ma teuas ha ma chomas a-us d’ul lec’h ma oa ar bugel bihan.
An ael a lavaras dezho: N’ho pet ket aon, rak setu, e tegasan deoc’h ur c’heloù mat hag a vo un abeg a levenez vras evit an holl bobl.
Hag ar vesaerien a zistroas, en ur reiñ gloar ha meuleudi da Zoue evit kement o doa klevet ha gwelet, hervez ma oa bet lavaret dezho.
E lakaet en deus da varc'hekaat war lec'hioù uhel an douar ha da zebriñ frouezh ar parkeier, da chugal mel ar roc'h hag eoul ar reier kalet,