E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.
Mazhev 19:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ha penaos en deus lavaret: Setu perak ar gwaz a guitaio e dad hag e vamm hag en em stago ouzh e wreg, hag an daou a zeuio ur c’hig hepken? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Abalamour da ze an den a zilezo he dad hag he vam, hag en em roio d’he vreg, hag ho daou ne vezint nemed eur c’hig hep‐ken? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Chetui perac, emé ean, é teli en dén délézel é dad hag é vam, hag hum staguein doh é brièd, hag a zeu ne reint meid ur hicg hemb‐quin. |
E ene en em stagas ouzh Dina merc'h Jakob, hag e karas anezhi hag e komzas ouzh kalon ar plac'h yaouank.
Jonatan va breur, er glac'har on abalamour dit. Ober a raes va flijadur, burzhudus e oa da garantez evidon, brasoc'h eget karantez ar merc'hed.
a-douez ar broadoù en doa lavaret an AOTROU da vibien Israel diwar o fenn: Ned eot ket d'o zi, ne zeuint ket d'ho ti, rak a-dra-sur, e tistrofent ho kalonoù war-lerc'h o doueoù. Met Salomon en em stagas outo dre garantez.
Merc'hed rouaned a zo e-touez da itronezed a enor. Emañ ar rouanez a-zehou dit, gwisket gant aour Ofir.
Den n'en deus graet kement-se, o kaout un nemorant a spered! Ha perak an hini unan-se en deus henn graet? Klask a rae ul lignez a-berzh Doue. Taolit evezh eta ouzh ho spered, ha na vezit ket disleal e-keñver gwreg ho yaouankiz.
Evel-se ne d-int mui daou, met ur c’hig hepken. Arabat eo d’an den disrannañ ar pezh a zo bet unanet gant Doue.
Ra vo ar garantez hep pilpouzerezh. Kasait an droug hag en em stagit start ouzh ar mad.
Ha n’ouzoc’h ket penaos an hini en em unan gant ur c’hast a zo un hevelep korf ganti? Rak lavaret eo: An daou a zeuio da vezañ ur c’hig hepken.
Ar wreg n’eo ket mestr war he c’horf hec’h-unan, met an ozhac’h eo. En hevelep doare ivez an ozhac’h n’eo ket mestr war e gorf e-unan, met ar wreg eo.
Dre-se an den a guitaio e dad hag e vamm hag en em unano gant e wreg, hag an daou ne vint nemet ur c’hig.
Doujañ a ri an AOTROU da Zoue, hag e serviji anezhañ, hag en em stagi outañ, hag e toui dre e anv.
Mar mirit an holl c'hourc'hemennoù am eus kemennet deoc'h, ma rit diouto evit karout an AOTROU ho Toue, evit kerzhout en e holl hentoù hag evit en em stagañ outañ,
P'en doe echuet David da gomz ouzh Saül, ene Jonatan a voe ereet da ene David, ha Jonatan en karas evel e ene.