Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?
Mazhev 19:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h c’hoazh, aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha me a lavar deoc’h c’hoas: Ezetoc’h eo da eur c’hanval tremen dre graouen eun nadoz, eged n’ed eo da eun den pinvidic antren e rouantelez Doue. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag el laran d’oh hoah: Æzoh é d’ur hanval tremen dré graouen en nadoué, eid d’un dén pinhuic monnet ér Ranteleah en Nean. |
Un Etiopiad, ha cheñch a rafe e groc'hen, pe ul loupard e darchoù? Ha c'hwi a c'hellfe ober ar mad, pa'z oc'h bet desket d'ober an droug?
An diskibien, o vezañ klevet-se, a voe souezhet bras hag a lavaras: Ha piv eta a c’hell bezañ salvet?
Jezuz, o sellout outo, a lavaras: Dibosupl eo d’an dud, met pep tra a zo posupl da Zoue.
Aesoc’h eo d’ur c’hañval tremen dre graoenn un nadoz eget d’un den pinvidik mont e-barzh rouantelezh Doue.
Jezuz a respontas dezhañ: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket ganet un den eus an nec’h, ne c’hell ket gwelout rouantelezh Doue.
Jezuz a respontas: E gwirionez, e gwirionez, me a lavar dit, ma ne vez ket un den ganet a zour hag a Spered, ne c’hell ket mont e rouantelezh Doue.
Penaos e c’hellit krediñ, c’hwi hag a resev ho kloar an eil digant egile ha na glask ket ar gloar a zeu eus Doue hepken?