Goude an traoù-se, e c'hoarvezas ma voe lavaret da Jozef: Setu, da dad a zo klañv. Neuze e kemeras e zaou vab gantañ, Manase hag Efraim.
Mazhev 19:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e voe degaset dezhañ bugale vihan, evit ma lakaje e zaouarn warno ha ma pedje. Met an diskibien o fellae. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e oe digasset dezhan bugaligou, evit ma lakaje he zaouarn varnezhe, ha ma pedje; mes an diskibien a reprene anezhe. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé digasset e oé bet bugalé de Jesus, eid m’en devezé laqueit é zeourn arh‐n‐hai ha pedet aveit hai; mæs é zisciplèd ou fellé én ur hourdous. |
Goude an traoù-se, e c'hoarvezas ma voe lavaret da Jozef: Setu, da dad a zo klañv. Neuze e kemeras e zaou vab gantañ, Manase hag Efraim.
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon hag un hevelep hent, evit ma toujint da viken ac'hanon, evit o mad hag hini o mibien war o lerc'h.
Pêr, o vezañ e gemeret a-du, en em lakaas d’e repren, o lavarout: Aotrou, az pez truez ouzhit! Kement-se ne c’hoarvezo ket ganit.
Rak bez’ ez eus eunuked a zo bet ganet evel-se a gof o mamm, reoù all a zo bet graet eunuked gant an dud, hag ez eus reoù all a zo en em rentet oc’h-unan eunuked abalamour da rouantelezh an neñvoù. Ra gompreno kement-mañ, an neb a c’hell kompren.
Ar bobl a c’hourdrouze anezho evit o lakaat da devel. Met int a grie kreñvoc’h: Az pez truez ouzhimp, Aotrou, Mab David!
Rak ar bromesa a zo evidoc’h, evit ho pugale hag evit ar re holl a zo pell, e-keit ha ma c’halvo an Aotrou hon Doue anezho.
Rak an ozhac’h difeiz a zo santelaet gant ar wreg hag ar wreg difeiz a zo santelaet gant an ozhac’h, anez da-se ho pugale a vije dic’hlan, e-lec’h bremañ ez int santel.
Adalek ma voe dizonet, e lakaas anezhañ da bignat ganti, hag e kemeras tri leue, un efa bleud hag ul lestrad gwin, hag e kasas anezhañ da di an AOTROU da Silo. Ar bugel a oa yaouank-kenañ c'hoazh.