La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 17:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Met ar seurt-se ne d-a ket kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Mes ar seurt drouk‐sperejou n’ed eont kuit nemed dre ar beden hag ar iûn.

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Mæs pe oent distroeit é Galile, Jesus e laras dehai: Mab en Dén e vou laqueit étré deourn en dud.

Ver Capítulo



Mazhev 17:21
10 Referencias Cruzadas  

Neuze e krias d'an AOTROU o lavarout: AOTROU va Doue, ha glac'hariñ a rafes an intañvez ma choman en he zi, en ur lakaat he mab da vervel?


Hag e trois va dremm etrezek an Aotrou Doue, evit kinnig goulennoù ha pedennoù dezhañ gant yun, sac'h ha ludu.


Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.


E-pad ma’z edont e Galilea, Jezuz a lavaras dezho: Mab an den a dle bezañ lakaet etre daouarn an dud,


Eñ a respontas dezho: Ar seurt-se ne c’hell ket mont kuit, nemet dre ar bedenn ha dre ar yun.


E-pad ma oant o servijañ an Aotrou hag o yunañ, ar Spered-Santel a lavaras: Lakait a-du evidon Barnabaz ha Saol evit al labour am eus o galvet da gas da benn.


Goude bezañ lakaet henaourien dezho e pep Iliz ha goude bezañ pedet ha yunet, ec’h erbedjont evito an Aotrou o doa kredet ennañ.


N’en em dremenit ket an eil eus egile, nemet dre un asant graet etrezoc’h evit ur pennad, evit en em reiñ d’ar yun ha d’ar bedenn. Ha goude distroit asambles, gant aon na zeufe Satan d’ho temptañ dre ho tiouer a vestroni.


er poanioù, el labourioù, er beilhadennoù alies, en naon, er sec’hed, alies er yunoù, er yenijenn, en noazhder.


o pediñ e pep amzer dre bep seurt pedennoù hag aspedennoù dre ar Spered, o veilhañ war gement-se gant dalc’husted hag o pediñ evit an holl sent,