La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 16:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha Jesus o c’houzout kement‐se, a lavaraz dezhe: Tud a neubeud a feiz, perag e rezonithu enoc’h hoc’h‐unan divarben n’hoch euz ket kemeret a vara?

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Mæs Jesus péhani e houyé quement‐cé, e laras: Ind scan a fé, perac e gonzet‐hui étré‐z‐oh dré hui e n’hoès quet queméret a vara?

Ver Capítulo



Mazhev 16:8
9 Referencias Cruzadas  

Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?


An diskibien a soñjas enno o-unan hag a lavaras: Abalamour n’hon eus ket a vara eo.


Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?


Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.


Da ziwezhañ en em ziskouezas d’an unnek evel ma oant ouzh taol hag e rebechas dezho o diskredoni ha o c’haleter a galon, abalamour n’o doa ket kredet ar re o doa e welet adsavet a varv.


Bremañ ec’h ouzomp ec’h anavezez pep tra ha ne’c’h eus ket ezhomm e vefe graet goulenn ouzhit. Abalamour da-se eo e kredomp ez out deuet eus Doue.


N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.


Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.