La Biblia Online

Anuncios


Toda la Biblia A.T. N.T.




Mazhev 16:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

ha diouzh ar mintin: Arnev a vo rak an oabl a zo teñval-ruz. Pilpouzed, c’hwi a oar anavezout doare an oabl, ha ne c’hellit ket anavezout sinoù an amzerioù!

Ver Capítulo

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

Ha diouz ar mintin: Arne a vezo hirio, rag an oabl a zo tenval ha ruz. Hipocrited! c’houi a oar anaoud diouz apparans an oabl; ha na hellit‐hu ket anaoud diouz siniou an amzeriou?

Ver Capítulo

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

Ha de vitin: Arnan e vou hinihue, rac en hogus e zou tihue ha ru.

Ver Capítulo



Mazhev 16:3
11 Referencias Cruzadas  

mibien Isakar, meizek evit merzout an amzerioù hag anavezout petra a rafe Israel: daou c'hant eus o ofiserien, hag o holl vreudeur dindan o urzh;


ar re dall a wel, ar re gamm a gerzh, ar re lovr a zo glanaet, ar re vouzar a glev, ar re varv a adsav da vev, an Aviel a zo prezeget d’ar beorien.


Pilpouzed, Izaia en deus profedet mat diwar ho penn, p’en deus lavaret:


Met Jezuz, oc’h anavezout o fallentez, a lavaras dezho: Perak e temptit ac’hanon, pilpouzed?


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma serrit rouantelezh an neñvoù ouzh an dud, n’oc’h ket hoc’h-unan aet e-barzh, hag hoc’h eus c’hoazh harzet da vont e-barzh ar re a garje bezañ aet.


Jezuz a valeas dre holl C’halilea, o kelenn en o sinagogennoù, o prezeg keloù mat ar rouantelezh, o yac’haat kement kleñved ha kement mac’hagn a oa e-touez ar bobl.


Pilpous, lam da gentañ an treust eus da lagad, ha neuze e weli penaos e lami ar blouzenn eus lagad da vreur.


Gwalleur deoc’h, skribed ha farizianed pilpouzed! Abalamour ma’z oc’h heñvel ouzh bezioù na weler ket ha ma kerzh an dud warno hep gouzout emaint eno.


Pilpouzed, anavezout a rit doareoù an neñv hag an douar, penaos eta n’anavezit ket an amzer-mañ?


Neuze an Aotrou a respontas dezhañ: Pilpouz, pep hini ac’hanoc’h ha ne zistag ket e ejen pe e azen eus ar c’hraou d’an deiz sabad ha ne gas ket anezhañ d’an dour?


Met ar boued kreñv a zo evit an dud en oad, evit ar re hag o deus dre gustum o skiant doareet da ziforc’hiñ ar mad diouzh an droug.