Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc’hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
Mazhev 15:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: Ha c’hwi, perak e torrit gourc’hemenn Doue gant hoc’h hengoun? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes hen a respontaz dezhe: Ha c’houi, perag e torrit‐hu gourc’hemen Doue dre ho tradition? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs ean e laras tehai: Perac hui e tremenet‐hui drest gourhemenneu Doué aveid gourhemenneu a guéneu hou gourdadieuyér? Rac Doué en dès laret: |
Perak e torr da ziskibien hengoun a re gozh? Rak ne walc’hont ket o daouarn pa zebront o fredoù.
Rak Doue en deus lavaret: Enor da dad ha da vamm, ha: Piv bennak a villigo e dad pe e vamm a vo lakaet d’ar marv.
o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc’h hoc’h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se.
An traoù-se o deus e gwirionez un diavaez a furnez, o tiskouez evel ul lid a volontez vat, izelegezh ha garventez e-keñver ar c’horf, met a zo didalvoud a-enep ar pezh a c’hell plijout d’ar c’hig.
Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.
ha ma n’en em stagint ket ouzh mojennoù ar Yuzevien nag ouzh gourc’hemennoù tud a zro kein d’ar wirionez.