Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloù!
Mazhev 15:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O vezañ galvet ar bobl, e lavaras dezho: Selaouit ha komprenit. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag o veza galvet ar bobl, hen a lavaraz dezhe: Klevit ha comprenit an dra‐man: Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e galhuas en dud arh‐en‐drô dehou, hag e laras tehai: Cleuet ha houyet. |
Mika a respontas: Mar distroez e peoc’h, an AOTROU n'en deus ket komzet ouzhin. Hag e lavaras: Selaouit, c'hwi holl bobloù!
Roit ho skouarn ha deuit da'm c'havout, selaouit hag e vevo hoc'h ene; ha me a ziazezo ganeoc'h un emglev peurbadus, an trugarezioù divrall prometet da Zavid.
Hag e lavaras: Kae ha lavar d'ar bobl-se: Klevout a rit, ya, met ne gomprenot ket, gwelout a rit, ya, met n'anavezot ket.
Pa selaou un den ger ar rouantelezh ha pa ne gompren ket anezhañ, an hini fall a zeu hag a skrap ar pezh a zo bet hadet en e galon: hennezh eo an hini en deus degemeret an had a-hed an hent.
N’eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den.
Met en aner eo ec’h enoront ac’hanon, o teskiñ kelennadurezhioù a zo gourc’hemennoù tud.
Pa welot eta an euzhusted eus ar glac’har, m’en deus komzet ar profed Daniel anezhi, deuet el lec’h santel, ra gompreno an neb a lenn,
evit ma teuio Doue hon Aotrou Jezuz-Krist, an Tad a c’hloar, da reiñ deoc’h ur spered a furnez hag a ziskuliadur en e anaoudegezh,
Setu perak ivez, abaoe an deiz ma hon eus klevet kement-se, n’hon eus ket paouezet da bediñ evidoc’h ha da c’houlenn ma vefec’h leuniet eus anaoudegezh e volontez, e pep furnez ha klevidigezh speredel,
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.