Mazhev 14:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned D’ar bedervet beilhadenn eus an noz, Jezuz a zeuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha d’ar bevare veilladen euz an noz, Jesus a ieaz d’ho c’havoud o vale var ar mor. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs d’er bedairvet termen ag en noz, Jesus e yas devat‐hai, én ur guêrhet arh arh er môr. |
sevel a ra e chomlec'h uhel war an doureier, eus ar goabrenn e ra e garr, emañ o pourmen war eskell an avel,
Gouezit mat, ma anavezfe mestr an ti da bet beilhadenn eus an noz e tlefe ar laer dont, e chomfe dihun ha ne lezfe ket toullañ e di.
Beilhit eta, rak n’ouzoc’h ket pegoulz e teuio mestr an ti, d’an abardaez, da hanternoz, da gan ar c’hilhog pe diouzh ar beure,
Gwelout a reas o doa kalz a boan o roeñvat rak an avel a oa en o enep. War-dro ar bedervet beilhadenn eus an noz, e teuas d’o c’havout o kerzhout war ar mor, ha c’hoant en doa d’o diaraogiñ.
Mar deu d’an eil pe d’an drede veilhadenn, ha mar o c’hav er stad-se, eürus ar servijerien-se!
P’o doa roeñvet war-dro pemp war-n-ugent pe tregont stadenn, e weljont Jezuz a gerzhe war ar mor hag a dostae ouzh ar vag. Hag o doe aon.
Derc’hel a rae en e zorn ul levr bihan digor. Lakaat a reas e droad dehou war ar mor hag e hini kleiz war an douar,
An ael am boa gwelet oc’h en em zerc’hel war ar mor ha war an douar a savas e zorn etrezek an neñv
Ar vouezh am boa klevet eus an neñv a gomzas din a-nevez hag a lavaras: Kae, kemer al levr bihan a zo digor e dorn an ael en em zalc’h war ar mor ha war an douar.