Mazhev 14:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En amzer-se, Herodez an tetrark, o vezañ klevet komz eus Jezuz, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) En amzer‐ze Herodes an Tetrark a glevaz ar pez a lavaret divarben Jesus; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 En amzér‐zé, Herod en Tetrark e gleuas er vrûd a Jesus, |
Eñ a reas outo an difenn-mañ: En em virit gant evezh eus goell ar farizianed hag eus goell Herodez.
Nag Herodez kennebeut rak ho kaset em eus d’e gavout, ha setu, n’en deus graet netra a vefe dellezek a varv.
Ar bemzekvet bloavezh eus ren Tiberiuz-Kezar, Poñs-Pilat o vezañ gouarnour Judea, Herodez tetrark Galilea, Filip e vreur tetrark Iturea ha bro Drakonitiz, Lisaniaz tetrark Abilen,
Met Herodez an tetrark, o vezañ bet tamallet gantañ diwar-benn Herodiaz gwreg Filip e vreur, ha diwar-benn an holl draoù fall en doa graet,
Janed gwreg Chuza, merour Herodez, Suzanna, ha kalz a reoù all en sikoure gant o madoù.
Bez’ e oa en Iliz Antioch profeded ha doktored: Barnabaz, Simeon anvet Niger, Lusiuz ar Sirenad, Manahen a oa bet savet gant Herodez an tetrark, ha Saol.
Rak Herodez ha Poñs-Pilat, gant ar broadoù ha pobl Israel, a zo en em unanet er gêr-mañ a-enep da’z servijer santel Jezuz, an hini ac’h eus olevet