Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.
Mazhev 13:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a respontas dezho: Dre ma’z eo roet deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh an neñvoù, ha ma n’eo ket roet kement-se dezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hen a respontaz hag a lavaraz dezhe: Dre ma’z eo roet deoc’h da anaoud mysteriou rouantelez an envou, mes n’ed eo ket roet dezhe. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e laras dehai: Dré ma bet reit t’oh de hanàuein treu cuhet Ranteleah en Nean; mæs n’en d’é quet bet reit dehai. |
Tra guzhet an AOTROU a zo evit ar re a zouj anezhañ, ha reiñ a raio da anavezout dezho e emglev.
Rak an AOTROU en deus skuilhet warnoc'h ur spered a vorgousk, serret en deus ho taoulagad, lakaet en deus ur ouel war ar brofeded, war ar renerien, war an diouganerien.
An holl weledigezhioù a zo deuet evidoc'h evel komz ul levr siellet, a vefe roet da un den o c'houzout lenn, en ur lavarout dezhañ: Lenn kement-mañ! Hag a respontfe: Ne c'hellan ket rak siellet eo.
Eno e vo un hent, ur wenodenn, a vo anvet hent ar santelezh, na dremeno ket drezañ an hini dic'hlan. Bez' e vo evito o-unan, hag ar re a gerzho en hent-se, zoken ar re ziskiant, n'en em ziankint ket.
Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.
Eñ a respontas dezho: An holl ne gomprenont ket ar gomz-se, met hepken ar re a zo bet roet dezho.
Lavarout a reas dezho: Gwir eo ec’h evot va hanaf hag e viot badezet eus ar vadeziant am eus da vezañ badezet ganti. Met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n’eo ket me a dle reiñ an dra-se, roet e vo d’ar re ma’z eo bet kempennet evito gant va Zad.
met bezañ azezet a-zehou pe a-gleiz din, n’eo ket din da reiñ, roet e vo d’ar re ma’z eo bet-se kempennet evito.
Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
Respont a reas: Roet eo deoc’h da anavezout misterioù rouantelezh Doue, met d’ar re all eo komzet dre barabolennoù, evit o welout na welont ket, hag o klevout na gomprenont ket.
Hag e lavaras: Setu perak em eus lavaret deoc’h penaos den ne c’hell dont da’m c’havout, ma n’eo ket roet kement-se dezhañ gant va Zad.
Mar fell da unan bennak ober e volontez, ec’h anavezo hag eo va c’helennadurezh eus Doue pe ha me a gomz ac’hanon va-unan.
Ur wreg anvet Lidia, ur varc’hadourez limestra eus kêr Diatira, ur wreg a zouje Doue, a selaouas. An Aotrou a zigoras he c’halon dezhi evit ma raje evezh ouzh an traoù a lavare Paol.
Rak ne fell ket din, breudeur, na oufec’h ket ar mister-mañ, evit na viot ket fur d’ho taoulagad hoc’h-unan, penaos ul lodenn eus Israel a zo kouezhet er galeted betek ma vo holl bobl ar baganed deuet e-barzh;
D’an hini a c’hell ho nerzhañ hervez va Aviel hag hervez ar pezh a zo bet prezeget gant Jezuz-Krist, a glot gant diskuliadur ar mister kuzhet e-pad meur a gantved,
Pa em befe an donezon a brofediezh, pa anavezfen an holl visterioù hag an holl c’houiziegezh, pa em befe an holl feiz betek dilec’hiañ ar menezioù, ma ne’m eus ket ar garantez, n’on netra.
Koulskoude an den naturel ne gompren ket traoù Spered Doue, rak evel follentez int evitañ, ha ne c’hell ket o anavezout rak dre ar spered eo e varner anezho.
prezeg a reomp furnez Doue en ur mister, ur furnez hag a oa bet kuzhet hag a oa bet ragaozet gant Doue a-raok ar c’hantvedoù evit hor gloar,
Rak piv a laka ac’hanout evel disheñvel? Petra ac’h eus ha ne’c’h eus ket resevet? Ha ma ec’h eus e resevet, perak e tennez gloar anezhañ evel ma ne’z pije ket e resevet?
ha ma sklaerio daoulagad ho klevidigezh, evit ma’c’h anavezot pehini eo an esperañs oc’h galvet dezhi, pere eo ar pinvidigezhioù eus gloar e hêrezh er sent,
o vezañ roet deomp da anavezout mister e volontez, hervez ar soñj mat oberius en doa graet ennañ e-unan,
hag evidon-me ivez, evit ma vo roet din da gomz gant frankiz hag hardizhegezh, evit reiñ da anavezout mister an Aviel
evit ma vo o c’halonoù frealzet, ma vint ereet start asambles er garantez, ma vint pinvidikaet gant ur skiant peurvat, evit anavezout mister Doue, an Tad ha Krist,
Hep arvar bras eo mister an doujañs-Doue: Doue a zo en em ziskouezet er c’hig, reishaet dre ar Spered, gwelet gant an aeled, prezeget e-touez ar broadoù, kredet er bed, savet er gloar.
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.
Met an oleviadur hoc’h eus resevet digantañ a chom ennoc’h ha n’hoc’h eus ket ezhomm e kelennfe den ac’hanoc’h. Hag evel ma tesk an oleviadur-se deoc’h pep tra, ma’z eo gwirion ha ma n’eo ket ur gaou, chomit ennañ hervez ma’z eo bet desket deoc’h gantañ.