Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Mazhev 16:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 Jezuz, oc’h adkemer ar gomz, a lavaras dezhañ: Eürus out, Simon mab Jona, rak n’eo ket ar c’hig nag ar gwad o deus diskuliet kement-mañ dit, met va Zad a zo en neñvoù.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 Ha Jesus o respont a lavaraz dezhan: Eürus oud Simon, mab Jona; rag n’eo ket ar c’hig hag ar goad ho deuz discleriet kementse d’id, mes va Zad pehini a zo en envou.

Ver Capítulo Copiar

Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858

17 Nezé Jesus e laras dehou: Eurus oh, Pierre, mab Yehan: rac n’en dé quet er hicg nag er goaid en dès dèsquet t’oh quement‐cé, mæs me Zad péhani e zou én Nean.

Ver Capítulo Copiar




Mazhev 16:17
25 Referencias Cruzadas  

Da holl vibien a vo kelennet gant an AOTROU, ha peoc'h da vibien a vo bras.


Met pedet em eus evidout evit na fallaio ket da feiz. Te eta, pa vi distroet, kreñva da vreudeur.


Hag e tegasas anezhañ da Jezuz. Jezuz, o vezañ sellet outañ, a lavaras dezhañ: Te eo Simon mab Jona; galvet e vi Kefaz, da lavarout eo Pêr.


Skrivet eo er brofeded: Kelennet e vint holl gant Doue. Evel-se piv bennak en deus selaouet an Tad hag en deus desket digantañ a zeu da’m c’havout.


Hag an dra-mañ a lavaran, breudeur, ar c’hig hag ar gwad ne c’hellont ket kaout rouantelezh Doue da hêrezh, hag ar vreinadurezh n’he deus ket an divreinusted da hêrezh.


diskuliañ e Vab ennon evit ma prezegfen anezhañ e-touez ar baganed, kerkent, ne selaouis nag ar c’hig nag ar gwad


Rak salvet oc’h dre ar c’hras, war-bouez ar feiz. Ha kement-se ne zeu ket ac’hanoc’h, donezon Doue eo.


ha n’eo ket bet disklêriet da vugale an dud en amzer tremenet evel ma’z eo disklêriet bremañ dre ar Spered d’e ebestel santel ha d’e brofeded,


Rak n’eo ket a-enep ar c’hig nag ar gwad hon eus da stourm, met a-enep ar priñselezhioù, a-enep ar nerzhioù, a-enep mestroù an deñvalijenn eus ar bed-mañ, a-enep speredoù ar fallentez el lec’hioù uhel.


Pa o deus eta ar vugale lod er c’hig hag er gwad, eñ en deus bet ivez lod e kement-se, evit ma tiskarje dre ar marv an hini en doa ar galloud war ar marv, da lavarout eo an diaoul,


Pediñ a ran an henaourien a zo en ho touez, me hag a zo henaour ganto, test eus poanioù Krist, kenlodeg er gloar a dle bezañ diskuliet:


Piv bennak a anzav ez eo Jezuz Mab Doue, Doue a chom ennañ, hag eñ e Doue.


Ha gouzout a reomp ez eo deuet Mab Doue, en deus roet deomp skiant evit anavezout an Hini gwirion, hag emaomp en Hini gwirion-se, en e Vab Jezuz-Krist. Eñ eo an Doue gwirion hag ar vuhez peurbadus.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos