E gounnar a entanas ivez a-enep e dri mignon, dre n'o doa kavet netra da respont, ha koulskoude o doa kondaonet Job.
Mazhev 12:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mar gouefec’h ar pezh a dalv: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, n’ho pefe ket kondaonet tud didamall. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ma ouefac’h petra a zinifi ar gomz‐man: Mizericord a fell d’in, ha n’eo ket sacrifis, n’ho pije ket condaonet ar re n’int ket coupabl. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs mar gout e rehoh petra zou de vout laret dré en dra men: Trugaré a fell d’eign, ha né quet el lahereah lonet, n’hou pehé quet barnet er ré n’int quet cablus. |
E gounnar a entanas ivez a-enep e dri mignon, dre n'o doa kavet netra da respont, ha koulskoude o doa kondaonet Job.
rak en em zerc'hel a ra en tu dehou d'an ezhommeg, evit e saveteiñ eus ar re a gondaon e ene.
An hini a zisklêr reizh an den drouk hag an hini a gondaon an den reizh, a zo o-daou un euzhusted evit an AOTROU.
Jezuz a respontas dezho: En dallentez emaoc’h, dre n’anavezit ket ar Skriturioù na galloud Doue.
It eta ha deskit ar pezh a zo lavaret gant ar c’homzoù-mañ: Trugarez a fell din ha nann aberzhoù, rak n’on ket deuet evit gervel ar re reizh d’ar geuzidigezh, met ar bec’herien.
ha penaos karout anezhañ eus e holl galon, eus e holl soñj, eus e holl ene, eus e holl nerzh, ha karout e nesañ eveltañ e-unan a zo mui eget an holl loskaberzhoù hag ar sakrifisoù.
Rak holl dud Jeruzalem hag o fennoù, o vezañ e zizanavezet, o deus peurc’hraet en ur gondaoniñ anezhañ komzoù ar brofeded a vez lennet bep deiz sabad.
Kondaonet hoc’h eus, lakaet hoc’h eus d’ar marv an hini reizh, ha n’en deus ket harzet ouzhoc’h.
Ya, an holl bobl a zeuas kuit a oa bet amdroc'het, met n'eo ket bet amdroc'het an holl bobl a zo bet ganet er gouelec'h, en hent, goude bezañ deuet er-maez eus an Ejipt.
Neuze Samuel a lavaras: An AOTROU , ha kavout a ra plijadur el loskaberzhoù hag en aberzhoù, evel er sentidigezh ouzh mouezh an AOTROU? Setu, ar sentidigezh a zo gwelloc'h eget an aberzh, selaou outañ a zo gwelloc'h eget lard an tourzed.