Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.
Mazhev 12:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Me a lavar deoc’h, e deiz ar varn, an dud a rento kont eus pep ger didalvez o devo lavaret. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, hen lavaret a ran deoc’h, an dud a rento count en deiz ar varn euz a gement komz didalvez ho devezo lavaret; Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs m’el lare d’oh, penaus en dud, én dé er varn, e vou varnet diarben a guément guir didalvé ind hou dou laret. |
Rak pep oberenn a vo derenet da varnedigezh gant Doue, diwar-benn kement a vo kuzhet, pe mat pe fall.
Me a lavar deoc’h e gwirionez, penaos e vo dousoc’h da vro Sodom ha Gomora e deiz ar varn eget d’ar gêr-se.
Setu perak en lavaran deoc’h, e deiz ar varn, e vo dousoc’h da Dir ha da Sidon eget deoc’h.
An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.
Gwelout a ris ar re varv, bras ha bihan, oc’h en em zerc’hel dirak Doue. Levrioù a voe digoret. Hag e voe digoret ul levr all, al levr a vuhez. Ar re varv a voe barnet hervez o oberoù, hervez ar pezh a oa skrivet el levrioù.