Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 3:6 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

6 An teod ivez a zo un tan, ur bed a zireizhder. An teod a zo lakaet e-touez hon izili, o saotrañ ar c’horf a-bezh hag oc’h entanañ red ar vuhez, o vezañ entanet e-unan gant ar gehenn.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

6 An teod a zo ive eun tan, eur bed a fallentez. Evel‐se ez eo lakeat an teod e‐touez hon izili, o souilla ar c’horf holl, hag oc’h entana ar vuez holl, entanet he‐unan gant an ifern.

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 3:6
62 Referencias Cruzadas  

Absalom a lavaras da Akitofel: Goulennit kuzul etrezoc'h war ar pezh hon eus d'ober.


Tud Israel a respontas da dud Juda hag a lavaras: Dek lodenn hon eus gant ar roue, hag ez omp evit David muioc'h egedoc'h. Perak eta hoc'h eus hon disprizet? Ha n'omp ket bet ar re gentañ da gomz eus lakaat hor roue da zistreiñ? Met tud Juda a gomzas garvoc'h eget tud Israel.


Abija hag e bobl a reas ul lazhadeg vras, hag e kouezhas pemp kant mil den a zibab eus Israel, skoet d'ar marv.


a soñj fall en o c'halon, a sav bemdez brezelioù,


Va gwarez diouzh irienn ar re zrouk, diouzh tousmac'h ar vicherourien a zireizhder,


Ur respont habask a sioula ar fulor, met ur gomz kalet a atiz ar gounnar.


An den fall a doull an droug, hag e vuzelloù a zo evel un tan o teviñ.


ar falstest a lavar gevier, hag an hini a zegas stourmadegoù etre breudeur.


evit ma tiwallint ac'hanout diouzh ar vaouez estren, an diavaeziadez a luban gant he gerioù.


Setu e teu anv an AOTROU eus a-bell, entanet eo e gounnar, pounner e vec'h, leun a imor eo e vuzelloù, e deod a zo evel un tan loskus,


C'hwi holl hag a c'hwezh un tan hag a zo gourizet gant elf, it e-barzh flammoù ho tantad hag e-kreiz an elf hoc'h eus enaouet. Digant va dorn eo e teu deoc'h kement-se, e-kreiz ar poanioù e viot gourvezet.


Rak klevet em eus kunujennoù a-berzh kalz a dud: Spouron a bep tu! Tamallit-eñ, hag e damall a raimp! An holl re a oa e peoc'h ganin a zo war spi evit gwelout hag e kouezhin: Marteze e vo paket ha neuze e trec'himp warnañ, hag en em veñjimp dioutañ!


Setu perak, evel-henn e komz an AOTROU: Setu e kasan ac'hanout a-ziwar an douar, mervel a ri er bloaz-mañ, rak ec'h eus prezeget an dispac'h a-enep an AOTROU.


Mab ar vaouez Israelat a vallozhas anv an AOTROU hag en milligas. Degaset e voe da Voizez. Anv e vamm a oa Shelomid, merc’h Dibri, eus meuriad Dan.


Int a bedas ar bobl da aberzhoù o doueoù, hag ar bobl a zebras hag a stouas dirak o doueoù.


Setu, int eo ar re o deus roet lec'h da vibien Israel, diouzh komzoù Balaam, d'ober un torfed a-enep an AOTROU en afer Peor, ar pezh a dennas ur gouli war vodadenn an AOTROU.


Met ar farizianed, pa glevjont kement-se, a lavaras: Hennezh ne gas kuit an diaouled nemet dre Veelzebul, priñs an diaouled.


Met me a lavar deoc’h penaos piv bennak a fuloro ouzh e vreur hep abeg a zellezo bezañ barnet, an hini a lavaro d’e vreur: Raka! a zellezo bezañ kastizet gant ar sanedrin, hag an hini a lavaro d’e vreur: Diskiant! a zellezo bezañ kastizet gant tan ar gehenn.


Netra eus ar pezh a zo er-maez eus an den hag a antre ennañ ne c’hell e huduraat, met ar pezh a zeu er-maez anezhañ, kement-se eo a hudura an den.


O krial, e lavaras: Tad Abraham, az pez truez ouzhin ha kas Lazar evit ma trempo en dour penn e viz da freskaat din va zeod, rak gwall boaniet on er flamm-mañ.


ha penaos e savo en ho touez tud a brezego deoc’h kelennadurezhioù fall evit sachañ diskibien war o lerc’h.


Pêr a lavaras: Ananiaz, perak en deus Satan leuniet da galon ken ec’h eus lavaret gaou d’ar Spered-Santel ha miret ul lodenn eus priz an douar?


Hag e lakajont da zont falstestoù a lavaras: An den-mañ ne baouez ket da lavarout komzoù a vallozh a-enep al lec’h santel-mañ hag a-enep al lezenn,


Pa zougo ac'hanout d'an droug da vreur mab da vamm, pe da vab, pe da verc'h, pe da wreg war da vruched, pe da vignon a zo evel da ene, o lavarout e kuzh: Deomp ha servijomp doueoù all na'c'h eus ket anavezet, na te na da dadoù,


Ret eo serriñ o genoù dezho. Diskar a reont tiegezhioù a-bezh, en ur gelenn evit ur gounid mezhus ar pezh na zere ket.


Ha ne vallozhont ket an anv kaer a zo bet galvet warnoc’h?


Pep seurt loened gouez, laboused, stlejviled ha loened-mor a vez doñvaet hag a zo bet doñvaet gant an den,


Ret eo gouzout da gentañ penaos en devezhioù diwezhañ e teuio goapaerien en em gunduo hervez o droukc’hoantoù o-unan


Dre-se, mar deuan, e tegasin soñj eus an oberoù a ra o terc’hel gwallgomzoù a-enep deomp. Ha pa ne vez ket a-walc’h kement-se, ne zegemer ket e-unan ar vreudeur, ha ne lez ket d’ober ar re a garfe o degemer hag e kas anezho kuit eus an Iliz.


An aerouant bras a voe taolet kuit, an naer gozh anvet an diaoul ha Satan, an hini a douell ar bed holl, taolet e voe war an douar hag e aeled a voe taolet gantañ.


Touellañ a reas ar re a chome war an douar dre ar burzhudoù a oa bet roet dezhañ d’ober dirak al loen, o lavarout da dud an douar ober ur skeudenn d’al loen, an hini a oa c’hoazh bev goude bezañ resevet an taol digant ar c’hleze.


Sklêrijenn al lamp ne lugerno ken ennout, ne vo klevet ken ennout na mouezh an ozhac’h na mouezh ar wreg yaouank, rak da varc’hadourien a oa re vras an douar hag an holl vroadoù a zo bet touellet gant da strobinelloù.


Al loen a voe paket ha gantañ ar fals-profed, eñ hag en doa graet burzhudoù dirazañ hag en doa touellet drezo ar re o doa degemeret merk al loen hag azeulet e skeudenn. O daou e voent taolet bev er stank a dan o teviñ e-barzh ar soufr.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos