Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




S. Jakes 3:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

5 Evel-se an teod a zo ivez un ezel bihan, hag en em c’hwezh a draoù bras. Sellit penaos un tan bihan a c’hell enaouiñ ur goadeg bras.

Ver Capítulo Copiar

Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

5 An teod ive a zo eun ezel bihan, ha pretanti a ra beza capabl a draou braz. Setu aman eun tammic bihan a dan; nag a goat na hell‐hen ket da lakaad da gregi?

Ver Capítulo Copiar




S. Jakes 3:5
25 Referencias Cruzadas  

Lavarout a raent da Zoue: Pella diouzhimp! Petra a raio an Holl-C'halloudeg deomp?


Rak an hini drouk a vrabañs gant c'hoant e ene, hag al laer a zroukped a-enep an AOTROU hag a zismegañs anezhañ.


Serriñ a reont o c'halonoù kaledet, o genoù a gomz gant rogentez.


D'ar mestr-kaner; da "Jedutun"; salm David.


An enebour a lavare: Redek a rin, tapout a rin, lodennañ a rin an diwisk, va ene en em leunio warno, tennañ a rin ar c'hleze, va dorn o distrujo.


Met Faraon a lavaras: Piv eo an AOTROU ma sentfen ouzh e vouezh en ur lezel Israel da vont kuit? N'anavezan ket an AOTROU ha ne lezin ket Israel da vont kuit.


Bez' ez eus tud a ra poan evel beg ar c'hleze pa gomzont, met teod ar re fur a zo yec'hed.


Teod ar furien a ziskouez anaoudegezh, met genoù an amoeded a skuilh sotonioù.


Ar marv hag ar vuhez a zo e galloud an teod, ar re a gar e implijout a zebro ar frouezh anezhañ.


Pa n'eus ket a goad e varv an tan, evel-se pa n'eus ket a deodeger e paouez an tabut.


Hag e lavaront: Deuit, ijinomp a-enep Jeremiaz un irienn, rak al lezenn ne vo ket kollet e ti an aberzhour, nag ar c'huzul e ti ar fur, nag ar gomz e ti ar profed. Deuit, skoomp warnañ gant an teod, ha na reomp van ebet ouzh e holl lavaroù.


Mab an den, lavar da briñs Tir: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: En em uhelaet eo da galon, hag ec'h eus lavaret: Me 'zo un doue, azezet on war dron Doue e-kreiz ar morioù. Petra bennak ma'z out nemet un den ha nann Doue, ec'h eus lakaet da galon evel kalon un doue.


Komz ha lavar: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU: Setu em eus droug ouzhit Faraon roue an Ejipt, krokodil bras gourvezet e-kreiz da stêrioù, hag a lavar: Va stêr a zo din, me am eus graet anezhi.


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


ar roue a gomzas o lavarout: Ha n'eo ket houmañ Babilon an hini vras, am eus savet evit bezañ chomlec'h ar roue gant nerzh va galloud, evit gloar va splannder?


Setu c’hoazh, al listri hag a zo ken bras ha bountet gant avelioù nerzhus, a zo troet du-mañ ha du-hont gant ur stur bihan meurbet el lec’h ma fell d’ar sturier.


O terc’hel lavarioù c’hwezhet gant fouge, e tennont dre zroukc’hoantoù ar c’hig hag gant an hudurniezh tud hag o doa nebeud a-raok tec’het diouzh ar re a vev en diroll,


Tud int ha ne reont nemet grozmolat, en em glemm bepred, a gerzh hervez o droukc’hoantoù, o genoù a lavar komzoù ourgouilhus, doujañ a reont tud dre interest.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos