Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Mazhev 12:30 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An hini n’emañ ket ganin a zo a-enep din, hag an hini na zastum ket ganin a stlabez. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) neuze e c’halfe pillia he di. An nep n’eman ket ganen, a zo a‐enep d’in, hag an nep na zastum ket assambles ganen, a sklabez. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nemp n’éma quet guet‐n‐eign, e zou a‐inemp d’eign; ha nemp ne zastum quet guet‐n‐eign, e zismant. |
Ar walenn ne vo ket pellaet diouzh Juda na bazh al lezenner eus etre e dreid, betek ma teuio ar Shilo, dezhañ sentidigezh ar pobloù!
Piv a savo evidon a-enep an dud fall? Piv a vo ganin a-enep ar vicherourien a zireizhder?
Ha mibien Juda ha mibien Israel a vo bodet a-gevret, hag e lakaint warno ur penn, hag e pignint eus ar vro, rak bras e vo deiz Jizreel.
Pe, penaos e c’hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di.
Den ebet ne c’hell servijañ daou vestr, rak, pe e kasaio unan hag e karo egile, pe en em stago ouzh unan hag e tisprizo egile. Ne c’hellit ket servijañ Doue ha Mammon.
Jezuz a lavaras dezhañ: Na zifennit ket outañ, rak an hini n’emañ ket a-enep deomp a zo evidomp.
ha ne oa ket evit ar vroad hepken, met ivez evit dastum en unan hepken mibien Doue a-stlabez.
Ma ne blij ket deoc'h servijañ an AOTROU , dibabit hiziv piv a fell deoc'h servijañ, pe an doueoù o deus servijet ho tadoù en tu all d'ar stêr, pe doueoù an Amoreaned, emaoc'h o chom en o bro. Me ha va ziegezh a servijo an AOTROU .
Hag e c’hoarvezas, evel ma oa Jozue e-kichen Jeriko, ma savas e zaoulagad ha ma sellas, ha setu: un den en em zalc'he en e sav dirazañ, e gleze dic'houinet en e zorn. Jozue a yeas d'e gavout hag a lavaras: Eus hor re ez out, pe eus hon enebourien?
Aet int er-maez eus hon touez, met ne oant ket eus hor re, rak ma vijent bet eus hor re, e vijent chomet ganeomp. Met aet int er-maez evit ma vije diskouezet ne oant ket holl eus hor re.