Daoust hag e vo lamet e breizh digant an den kreñv? Hag e vo dieubet an hini reizh a zo dalc'het?
Mazhev 12:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pe, penaos e c’hell unan bennak mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se? Neuze hepken e preizho e di. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Pe penaos ec’h hell unan‐benag antren e ti eun den krenv, ha pillia he vadou, nemed da genta hen defe ereet an den krenv? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Pé penaus e hell unan benag monnet én ty en dén crihue, ha piliad é vadeu, meid de guetan en en dès ariet en dén crihue? ha nezé e brêhuou é dy. |
Daoust hag e vo lamet e breizh digant an den kreñv? Hag e vo dieubet an hini reizh a zo dalc'het?
Setu perak e roin e lod dezhañ e-touez ar re vras. Lodennañ a raio e breizh gant ar re c'halloudek, dre m'en deus roet e ene d'ar marv, dre m'eo bet lakaet e renk an dorfedourien, dre m'en deus douget pec'hedoù kalz a dud, ha dre m'en deus erbedet evit an drougobererien.
Met mar kasan kuit an diaouled dre Spered Doue, eo eta gwir penaos eo rouantelezh Doue deuet betek ennoc’h.
Den ne c’hell mont e ti un den kreñv ha preizhañ e vadoù, nemet en defe da gentañ ereet an den kreñv-se. Neuze e preizho e di.
An hini a ra ar pec’hed a zo eus an diaoul, rak an diaoul a bec’h adalek ar penn-kentañ. Evit kement-mañ eo en em ziskouezet Mab Doue: evit distrujañ oberoù an diaoul.
Bugale vihan, c’hwi a zo eus Doue hag hoc’h eus trec’het anezho, abalamour an hini a zo ennoc’h a zo brasoc’h eget an hini a zo er bed.