En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d’o zebriñ.
Mazhev 12:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a respontas dezho: Pehini ac’hanoc’h, mar en deus un dañvad ha ma kouezh en ur poull un deiz sabad, ne zeu ket d’e dennañ ha d’e sevel? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a lavaraz dezhe: Pehini ac’hanoc’h‐hu, hag hen deuz eun danvad, ha mar deu da gweza en eur poull en deiz ar sabbat, na grog ket enhan, ha n’her sav ket er meaz? Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Hag ean e laras tehai: Pé zén anoh‐hui, péhani en dehé un pen‐davad, hag e véhé couéhet én ur poull, én dé er Sabbat, ne groguehé quet én hi d’en tennein ha d’en sehuel? |
En amzer-se Jezuz a dremenas dre barkeier ed un deiz sabad. E ziskibien, naon ganto, en em lakaas da ziframmañ tañvouezennoù ha d’o zebriñ.
Hag e lavaras dezho: Piv ac’hanoc’h, mar kouezh e azen pe e ejen en ur puñs, ne dennfe ket anezhañ er-maez kerkent d’an deiz sabad?
Pa weli e vo kouezhet war an hent azen da vreur pe e ejen, n'en em zistroi ket dioutañ, e sevel a ri gantañ.