David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.
Mazhev 10:21 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar breur a roio e vreur d’ar marv, hag an tad e vugel, ar vugale en em savo a-enep o zud hag o lakaint d’ar marv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hogen, ar breur a livro he vreur d’ar maro, hag an tad he vugel; hag ar vugale a zavo a‐enep ho zadou hag ho mamou, hag ho lakaint da vervel. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Nezé er brér e hrei laquat é vrér d’er marhue, hag en tad é vab; er vugalé e sàüou éneb d’ou zad ha d’ou mam, hag e hrei dehai merhuel. |
David a lavaras da Abishai ha d'e holl servijerien: Setu, va mab va-unan, an hini a zo deuet eus va c'horf, a glask va buhez. Pegement muioc'h bremañ ar Benjaminad-se! Lezit-eñ ha ra villigo, rak an AOTROU en deus lavaret dezhañ.
Atizañ a rin an Ejipsian a-enep an Ejipsian, hag e stourmint, pep hini a-enep e vreur, pep hini a-enep e amezeg, kêr a-enep kêr, rouantelezh a-enep rouantelezh.
Ha ma en em laka unan bennak c'hoazh da brofediñ, e dad hag e vamm o deus e c'hanet a lavaro dezhañ: Na vevi ken, rak gevier a lavarez en anv an AOTROU! Hag e dad hag e vamm o deus e c'hanet a doullo anezhañ pa vo o profediñ.