Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Zakaria 13:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ha ma en em laka unan bennak c'hoazh da brofediñ, e dad hag e vamm o deus e c'hanet a lavaro dezhañ: Na vevi ken, rak gevier a lavarez en anv an AOTROU! Hag e dad hag e vamm o deus e c'hanet a doullo anezhañ pa vo o profediñ.

Ver Capítulo Copiar




Zakaria 13:3
13 Referencias Cruzadas  

Klevet em eus ar pezh o deus lavaret ar brofeded, o profediñ ar gaou em anv hag o lavarout: Un huñvre am eus bet! Un huñvre am eus bet!


Ha diwar-benn ar profed pe an aberzhour pe den ar bobl a lavaro: Diougan an AOTROU, e kastizin an den-se hag e di.


Neuze e lavaras ar profed Jeremiaz d'ar profed Hanania: Selaou Hanania! An AOTROU n'en deus ket da gaset, met lakaet ec'h eus ar bobl-mañ da fiziout er gaou.


n'ho po ken a weledigezhioù aner ha ne lavarot ken a ziouganoù, hag e tieubin va fobl diouzh ho taouarn, hag e ouiot ez on me an AOTROU.


Ha mard eo touellet ar profed, hag e lavar ur ger bennak, eo me an AOTROU en devo touellet ar profed-se, hag ec'h astennin va dorn en e enep, hag e lamin anezhañ a-douez va fobl Israel.


Hag e lavaras din: Mab an den, amañ emañ lec'h va zron, lec'h solioù va zreid, ma vin o chom ennañ da viken, e-touez mibien Israel. Ti Israel ne saotro ken va anv santel, nag int nag o rouaned, dre o gastaouerezh, na dre gorfoù marv o rouaned war o uhellec'hioù.


An neb a gar e dad pe e vamm muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon, hag an neb a gar e vab pe e verc’h muioc’h egedon n’eo ket dellezek ac’hanon.


Mar deu unan bennak da’m c’havout ha ne gasa ket e dad, e vamm, e wreg, e vugale, e vreudeur, e c’hoarezed, ha muioc’h c’hoazh e vuhez hec’h-unan, ne c’hell ket bezañ va diskibl.


Dre-se n’anavezomp ken den hervez ar c’hig bremañ. Ha zoken mar hon eus anavezet Krist hervez ar c’hig, bremañ n’anavezomp ken anezhañ en doare-se.


Met ar profed a vo rok a-walc'h da lavarout em anv un dra bennak n'am befe ket gourc'hemennet dezhañ lavarout, pe a gomzfe en anv doueoù all, ar profed-se a varvo.


hag en deus lavaret eus e dad hag eus e vab: Ne'm eus ket o gwelet; n'en deus ket anavezet e vreudeur, ha n'en deus ket anavezet e vibien. Miret o deus da c'herioù, ha dalc'het da emglev.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos