en amzer-se e komzas an AOTROU dre Izaia mab Amoz o lavarout: Kae, distag ar sac'h diouzh da zivgroazell, lam da votoù eus da dreid. Hag evel-se e reas, o vont en noazh ha divotoù.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, ha pa rin war o zro e vint diskaret, eme an AOTROU.
meinataet e voent, heskennet, amprouet, lazhet int bet gant ar c’hleze, redek a rejont amañ hag ahont, gwisket gant krec’hin deñved ha girvi, en dienez a bep tra, heskinet ha gwallgaset,