Mazhev 10:20 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ne vo ket c’hwi a gomzo, met Spered ho Tad eo, a gomzo ennoc’h. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag n’eo ket c’houi eo a gomzo, mes Spered ho Tad eo a gomzo enoc’h. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Rac n’en dé quet hui é e gonz, mæs Sperèd en Eutru Doué hou Tad e gonz én‐oh. |
Rak ar baganed eo ar re a glask an holl draoù-se. Ho Tad neñvel a oar hoc’h eus ezhomm eus an holl draoù-se.
Rak David a lavaras e-unan dre ar Spered-Santel: An Aotrou en deus lavaret da’m Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
Mar gouzoc’h eta, ha c’hwi fall, reiñ traoù mat d’ho pugale, pegement muioc’h an Tad a zo en neñv a roio ar Spered-Santel d’ar re en goulenn digantañ!
rak me a roio deoc’h ur genoù hag ur furnez na c’hello hoc’h holl enebourien respont netra dezho na stourm outo.
Leuniet e voent holl gant ar Spered-Santel hag en em lakajont da gomz e yezhoù all, hervez ma roe ar Spered dezho da gomz.
Evel na oant ket a-unvan kenetrezo, en em dennjont goude m’en doe Paol lavaret ar gomz-mañ: Ar Spered-Santel en deus komzet mat d’hon tadoù dre ar profed Izaia,
Neuze Pêr, leun eus ar Spered-Santel, a lavaras dezho: Pennoù ar bobl hag henaourien Israel,
peogwir e klaskit ur brouenn emañ Krist o komz drezon, eñ ha n’eo ket dinerzh en ho keñver met a zo galloudek ennoc’h.
Setu perak ne baouezomp ket da drugarekaat Doue evidoc’h rak, pa hoc’h eus resevet ger Doue disklêriet deoc’h ganeomp, hoc’h eus e zegemeret nann evel ger an dud, met evel ma’z eo e gwirionez, evel ger Doue. Hag e labour gant nerzh ennoc’h-c’hwi ar re a gred.
Diskuliet e voe dezho penaos ne oa ket evito o-unan met evidomp-ni e oant ministred eus an traoù-se, a zo bet disklêriet deoc’h bremañ gant ar re o deus prezeget an Aviel deoc’h dre ar Spered-Santel degaset eus an neñv, traoù hag a garfe an aeled o gwelout betek ar foñs.
rak ar brofediezh n’eo ket bet degaset gwechall dre volontez an den, met tud santel Doue o deus komzet renet gant ar Spered-Santel.