Mazhev 10:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En ur vont e-barzh un ti, saludit eñ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa antreot en eun ti‐benag, saludit‐hen. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Ha p’e yéhet én un ty, laret: Revou er peah én ty‐men! |
Pe e selaouint, pe ne raint ket, rak un ti disent ez int, e ouezint koulskoude ez eus ur profed en o zouez.
E peseurt kêr bennak pe bourc’h bennak ma’c’h antreot, goulennit piv a zo dellezek, ha chomit eno betek ma’z eot kuit.
Mar d-eo dellezek an ti a gement-se, ra zeuio ho peoc’h warnañ, met, ma n’eo ket dellezek, ra zistroio ho peoc’h deoc’h.
Setu aze ar ger en deus kaset da vibien Israel, en ur zisklêriañ dezho Aviel ar peoc’h dre Jezuz-Krist, Aotrou an holl.
Kannaded evit Krist emaomp eta, evel ma vefe Doue oc’h aspediñ drezomp. Ho pediñ a reomp start en anv Krist, bezit adunvanet gant Doue!
rak spi am eus ez kwelin prest, hag e e komzimp genoù ouzh genoù. Ar peoc’h ra vo ganit! Ar vignoned a salud ac’hanout. Salud ar vignoned, pep hini dre e anv.