Mazhev 1:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hogen n’anavezas ket anezhi betek ma voe gwilioudet eus he mab kentañ-ganet, hag e roas dezhañ Jezuz da anv. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Mes ne anavezaz ket anezhi bete ma oe gwillioudet euz he mab kentaganet, hag hen a roaz dezhan an hano a Jesus. Aviel revé St. Maheu troeit é Brehonec Guénet 1858 Mæs e n’hanàuas quet anehi betig ma oé ganet hi mab quetan‐ganet; hag ean hanhuas anehou Jesus. |
Ar plac'h yaouank a oa kaer-meurbet, hag e reas war-dro ar roue hag en servijas, met ar roue n'hec'h anavezas ket.
Santela evidon pep kentañ-ganet, kement a zigor ar mammog e-touez mibien Israel, e-touez an dud hag e-touez al loened, din-me eo.
Ne zalei ket da brofañ ar frouezh kentañ eus ar pezh a leugn da solier nag eus ar pezh a red eus da waskell. Reiñ a ri din ar c’hentañ-ganet eus da vibien.
hag e c’hano ur mab, hag e roi dezhañ Jezuz da anv, rak eñ a saveteo e bobl eus e bec’hedoù.
Jozef, o vezañ dihunet eus e gousk, a reas ar pezh en doa ael an Aotrou gourc’hemennet dezhañ, hag e kemeras e wreg gantañ.
Pa voe deuet an eizhvet devezh evit amdroc’hañ ar bugel, e voe galvet Jezuz, anv a oa bet roet dezhañ gant an ael a-raok ma oa koñsevet er c’hof.
hag e c’hanas he mab kentañ-ganet. Hag, o vezañ e vailhuret, e lakaas anezhañ en ur c’hraou, rak ne oa ket lec’h evito en ostaleri.
Rak ar re en deus anavezet a-ziaraok, en deus ivez raktonket da vezañ heñvel ouzh skeudenn e Vab, evit ma vo hemañ ar c’hentañ-ganet e-touez meur a vreur.