Sant Marc 9:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze Per, o komz ouz Jesus, a lavaraz: Mestr, aman eo mad deomp choum; greomp teir danten, unan evidoud, unan evit Moises, hag unan evit Elias. |
Pêr, o kemer ar gomz, a lavaras da Jezuz: Aotrou, mat eo deomp chom amañ. Mar fell dit, e raimp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia.
karout a reont bezañ saludet war ar marc’hallac’hioù ha bezañ galvet gant an dud: Mestr, mestr.
Met c’hwi, na vezit ket galvet Rabbi, rak unan hepken eo ho Mestr, Krist, ha c’hwi holl a zo breudeur.
Evel ma’z ae an dud-mañ kuit digantañ, Pêr a lavaras da Jezuz: Mestr, mat eo deomp chom amañ. Greomp amañ teir deltenn, unan evidout, unan evit Moizez, unan evit Elia. Ne ouie ket petra a lavare.
Gwasket on eus an daou du, o kaout ar c’hoant da zilojañ ha da vezañ gant Krist, ar pezh a vefe kalz gwelloc’h din,
Re garet-mat, ni a zo bremañ bugale Doue hag ar pezh a vimp n’eo ket bet c’hoazh diskouezet. Met anavezout a reomp penaos pa vo diskouezet, e vimp heñvel outañ abalamour ma welimp anezhañ evel ma’z emañ.