Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
Sant Marc 9:33 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Dont a reas da Gafarnaoum. O vezañ en ti, e c’houlennas diganto: Diwar-benn petra en em dabutec’h en hent? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Dond a reaz goude‐ze da Gapernaüm, ha pa edo en ti, e c’houlennaz diganthe: Divarben petra e tisputec’h‐hu etrezoc’h en hent? |
Pa erruont e Kafarnaoum, ar re a save an didrakm a dostaas ouzh Pêr hag a lavaras dezhañ: Ho mestr, ha ne bae ket an didrakm?
Jezuz, o vezañ anavezet raktal en e spered e lavarent evel-se enno o-unan, a lavaras dezho: Perak hoc’h eus ar soñjoù-se en ho kalonoù?
ha dre ma n’en doa ket ezhomm e vije roet testeni gant unan bennak diwar-benn un den, rak anavezout a rae ar pezh a oa en den.
Lavarout a reas dezhañ an deirvet gwech: Simon mab Jona, hag ec’h eus karantegezh evidon? Pêr a voe glac’haret eus m’en doa lavaret an deirvet gwech: Hag ec’h eus karantegezh evidon? Eñ a lavaras dezhañ: Aotrou, anavezout a rez an holl draoù, gouzout a rez em eus karantegezh evidout. Jezuz a lavaras dezhañ: Mesa va deñved.
N’eus krouadur ebet hag a vefe kuzhet dirazañ, met an holl draoù a zo en noazh ha dizolo da zaoulagad an hini e tleomp rentañ kont dezhañ.
Lakaat a rin he bugale da vervel eus ar marv, hag an holl Ilizoù a ouezo penaos ez on an hini a furch al lounezhi hag ar c’halonoù. Reiñ a rin da bep hini ac’hanoc’h hervez e oberoù.