Jezuz a c’houlennas outo: Pet bara hoc’h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù.
Sant Marc 8:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a c’houlennas outo: Pet bara hoc’h eus? Hag int a lavaras: Seizh. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a c’houlennaz diganthe: Ped bara hoc’h euz‐hu? Hag int a lavaraz: Seiz. |
Jezuz a c’houlennas outo: Pet bara hoc’h eus? Hag int a lavaras: Seizh, hag un nebeud peskedigoù.
Eñ a lavaras dezho: Pet bara hoc’h eus? It ha sellit. P’o doe gwelet, e lavarjont: Pemp, ha daou besk.
E ziskibien a respontas dezhañ: Penaos e c’hellfemp kavout bara a-walc’h da bredañ anezho en ul lec’h distro?
Neuze e c’hourc’hemennas d’ar bobl azezañ war an douar, e kemeras ar seizh bara hag e trugarekaas, o zorras hag o roas d’e ziskibien evit m’o lodennjent. Hag o lodennjont d’ar bobl.
Met eñ a lavaras dezho: Roit hoc’h-unan da zebriñ dezho. Hag int a respontas: N’hon eus ket ouzhpenn pemp bara ha daou besk, nemet mont a rafemp da brenañ boued evit an holl bobl-mañ.