Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.
Sant Marc 8:36 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak petra a dalvfe d’un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag petra a dalfe da eun den gounid ar bed holl, mar teufe da goll he ene? |
Satan a respontas d'an AOTROU o lavarout: Kroc'hen evit kroc'hen! Kement en deus un den a rofe evit e vuhez.
Hag e c'hell un den bezañ talvoudus da Zoue? Dezhañ e-unan eo talvoudus un den, ma'z eo fur.
Lavaret hoc'h eus: En aner eo e servijomp Doue; petra hon eus gounezet o virout e urzhioù, hag o kerzhout er glac'har dirak AOTROU an armeoù.
Rak petra a dalvfe da un den gounit ar bed holl, ma kollfe e ene? Pe petra a rofe an den e trok ouzh e ene?
Rak piv bennak a fello dezhañ saveteiñ e vuhez he c’hollo, met piv bennak a gollo e vuhez abalamour din ha d’an Aviel he saveteo.
Rak petra a dalvfe d’un den gounit ar bed holl, mar en em zistrujfe pe mar en em gollfe e-unan?
Peseurt frouezh a dennec’h eta neuze eus an traoù-se a ra mezh deoc’h bremañ? Rak diwezh an traoù-se eo ar marv.