Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
Sant Marc 8:29 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Eñ a lavaras dezho: Ha c’hwi, piv a lavarit ez on? Pêr a respontas dezhañ: Te eo ar C’hrist. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag hen a lavaraz dezhe: Ha c’houi, piou a livirit‐hu ez oun‐me? Per a respontaz, hag a lavaraz dezhan: Te eo ar C’hrist. |
Eñ a lavaras dezho: Roet eo deoc’h da anavezout mister rouantelezh Doue, met evit ar re a-ziavaez pep tra a zo lavaret dre barabolennoù,
Hi a lavaras dezhañ: Ya Aotrou, me a gred ez out ar C’hrist, Mab Doue a dlee dont er bed.
Lavarout a rejont d’ar wreg: N’eo ket abalamour da’z lavar eo e kredomp, rak klevet hon eus anezhañ hon-unan hag ec’h anavezomp penaos hemañ eo e gwirionez Salver ar bed, ar C’hrist.
Simon-Pêr a respontas dezhañ: Aotrou, da biv ez afemp? Te ac’h eus gerioù ar vuhez peurbadus,
Evel ma’z aent dre an hent, ec’h errujont e-lec’h ma oa dour, hag an eunuk a lavaras: Setu dour, petra a vir na vefen badezet?
Resev a reot eta an enor, c’hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn,
Piv bennak a gred ez eo Jezuz ar C’hrist a zo ganet a Zoue, ha piv bennak a gar an hini en deus e c’hanet, a gar ivez an hini a zo ganet anezhañ.