o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc’h hoc’h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se.
Sant Marc 7:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Rak ar farizianed hag an holl Yuzevien ne zebront ket hep bezañ gwalc’het o daouarn betek an ilin, o terc’hel hengoun ar re gozh, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) (Rag ar Farizianed hag an holl Judevien na zebront ket hep beza gwalc’het ho daouarn beteg ho ilin, o terc’hel evel‐se tradition ar re goz; |
o kas da netra ger Doue gant ho hengoun graet ganeoc’h hoc’h-unan. Ha kalz a draoù all a rit evel-se.
Neuze ar farizianed hag ar skribed a c’houlennas outañ: A-belec’h e teu ma ne heuilh ket da ziskibien hengoun ar re gozh ha ma kemeront o fred hep gwalc’hiñ o daouarn?
Bez’ e oa eno c’hwec’h lestr-maen, lakaet evit glanidigezh ar Yuzevien, o terc’hel pep hini anezho daou pe dri metret.
ha penaos ez aen pelloc’h er yuzeverezh eget meur a hini eus va oad hag eus va bro, o vezañ douget dreist an holl evit hengounioù va zadoù.
Lakait evezh na zeufe den da dromplañ ac’hanoc’h gant ar filozofiezh pe gant touelloù aner, hervez hengoun an dud, hervez kentañ kentelioù ar bed, ha nann hervez Krist.
o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,