Ha n’eo ket he‐man ar c’halvez, mab Mari, breur Jakes, Joses, Jud ha Simon? He c’hoarezed ha n’emaint‐hi ket aman ganeomp? Hag e kavent leac’h enhan da veza scandalizet.
Evel-henn e komz an AOTROU, Dasprener Israel, e Sant, d'an hini a vo disprizet gant an dud, euzhus d'ar bobl, sklav ar renerien: Rouaned a welo anezhañ hag e savint, priñsed ivez hag e stouint dirazañ, abalamour d'an AOTROU a zo feal, ha da Sant Israel en deus da zibabet.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
Pa voent erruet, e pignjont er gambr uhel e-lec’h ma chome Pêr, Jakez, Yann, Andrev, Filip, Tomaz, Bertele, Mazhev, Jakez mab Alfe, Simon ar Gredus, Jud breur Jakez.
Oc’h ober sin dezho gant e zorn da devel, e kontas dezho penaos en doa an Aotrou e zegaset er-maez eus ar prizon, hag e lavaras: Roit da anavezout kement-mañ da Jakez ha d’ar vreudeur. Hag ez eas er-maez etrezek ul lec’h all.