Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Sant Marc 6:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Kas a rejont kuit kalz a ziaouled hag ec’h olevjont gant eoul kalz a dud glañv hag e yac’hajont anezho. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) hag e kasjont kuit kalz a zrouk‐sperejou, hag ec’h eoljont gant eôl kalz a dud klanv, hag e iac’hejont anezhe. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Gervel a reas an daouzek hag en em lakaas d’o c’has daou ha daou, en ur reiñ dezho ar galloud war ar speredoù hudur.
An dek ha tri-ugent a zistroas gant levenez, o lavarout: Aotrou, zoken an diaouled a bleg deomp ez anv.