Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Sant Marc 5:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Jezuz a c’houlennas digantañ: Pe anv ac’h eus? Eñ a respontas: Va anv a zo Lejion, rak kalz omp. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a c’houlennaz diganthan: Pe hano ec’h euz? Hag hen a respontaz: Lejion eo va hano, o veza ma’z omp kalz. |
Neuze ez a, e kemer gantañ seizh spered all gwashoc’h egetañ, ez eont hag e chomont ennañ, ha stad diwezhañ an den-se a zeu gwashoc’h eget an hini gentañ. Evel-se e c’hoarvezo gant ar rummad fall-mañ.
Ha soñjal a rez na c’hellfen ket pediñ va Zad, hag e rofe din raktal ouzhpenn daouzek lejion aeled?
Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.
Jezuz a c’houlennas outañ: Pe anv ac’h eus? Hag e respontas: Lejion. Rak kalz a ziaoulien a oa aet ennañ.