Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Sant Marc 5:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Int a reas goap anezhañ. Met eñ, o vezañ graet dezho holl mont er-maez, a gemeras tad ha mamm ar bugel, hag ar re a oa gantañ, hag ez eas el lec’h ma oa gourvezet. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e rent goab anezhan; mes hen, goude beza great dezhe holl mond er meaz, a gemeraz tad ha mam ar bugel, hag ar re a oa assambles ganthan, hag ec’h antreaz el leac’h ma oa gourvezet ar bugel. |
Lot a yeas hag a gomzas ouzh e vibien-kaer, ar re o doa kemeret e verc'hed, hag a lavaras: Savit, kit kuit eus al lec'h-mañ, rak emañ an AOTROU o vont da zistrujañ ar gêr. Met e vibien-kaer a gredas e rae goap.
Met Samballad an Horonad, Tobija ar servijer Ammonad, ha Geshem an Arab, o vezañ klevet-se, a rejont goap ouzhimp hag hon disprizas o lavarout: Petra a rit? En em sevel a rit a-enep ar roue?
Ur c'hoapadenn evit e vignoned ez on-me, un den a c'halv Doue hag e respont dezhañ... Ur c'hoapadenn hoc'h eus graet eus un den reizh hag eeun!
Met me a zo ur preñv ha n'on ket un den, dismegañs an dud hag an disprizet eus ar bobl.
N’eo ket ar pezh a ya er genoù a hudura an den, met ar pezh a zeu er-maez eus ar genoù eo a hudura an den.
Na roit ket an traoù santel d’ar chas ha na daolit ket ho perlez dirak ar moc’h, gant aon n’o mac’hfent hag, o tistreiñ, na ziskolpfent ac’hanoc’h.
O vezañ aet e-barzh, e lavaras dezho: Perak e rit an drouz-se ha perak e ouelit? Ar bugel n’eo ket marv, met kousket a ra.
O kemer he dorn, e lavaras dezhi: Talita koumi, da lavarout eo: Plac’h yaouank, me a lavar dit, sav.
Pa glevjont komz diwar adsavidigezh a-douez ar re varv, darn a reas goap hag ar re all a lavaras: Da glevout a raimp ur wech all war gement-se.