Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c’hellent ket zoken kemer o fred.
Sant Marc 5:24 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas gantañ. Ur bobl vras a yeas war e lerc’h hag a waskas anezhañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha Jesus a ieaz ganthan; hag e oe heulliet gant eur bobl vraz, pehini a waske anezhan. |
Ar bobl en em zastumas a-nevez, en hevelep doare ma ne c’hellent ket zoken kemer o fred.
hag a bedas start anezhañ, o lavarout: Va merc’h vihan a zo prest da vervel, deus da lakaat da zaouarn warni evit ma vo yac’haet, hag e vevo.
E ziskibien a lavaras dezhañ: Te a wel e wask ar bobl ac’hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
Evel m’en em zastume ar bobl en ur vandenn vras war e dro, en em lakaas da lavarout: Ar rummad-mañ a zo fall, goulenn a ra ur mirakl ha ne vo roet mirakl ebet dezhañ, nemet mirakl ar profed Jona.
War gement-se, o vezañ en em zastumet tud a vilieroù ken ma kerzhent an eil war egile, en em lakaas da lavarout d’e ziskibien: En em virit dreist-holl eus goell ar farizianed, da lavarout eo ar pilpouzerezh.
a glaskas gwelout piv oa Jezuz, met ne c’hellas ket abalamour d’ar bobl, rak gwall vihan e oa.
Jezuz eta a yeas ganto. Pa ne oa ken pell eus an ti, ar c’hantener a gasas etrezek ennañ mignoned da lavarout dezhañ: Aotrou, na gemer ket kement a boan, rak n’on ket dellezek e teufes dindan va zoenn.
rak en doa ur verc’h nemeti, oadet a zaouzek vloaz pe war-dro hag a oa o vont da vervel. Evel ma’z ae di, e voe gwasket gant ar bobl.
Jezuz a lavaras: Piv en deus stoket ouzhin? Evel ma nac’he an holl kement-se, Pêr hag ar re a oa gantañ a lavaras dezhañ: Mestr, an dud a zo en-dro dit a wask ac’hanout, hag e lavarez: Piv en deus stoket ouzhin?
penaos Doue en deus olevet gant ar Spered-Santel ha gant galloud Jezuz a Nazared, a yae a lec’h da lec’h oc’h ober vat hag o yac’haat ar re holl a oa mac’het gant an diaoul, abalamour ma oa Doue gantañ.