Sant Marc 5:18 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Pa oa aet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled en pedas d’e lezel da vont gantañ. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Ha pa oe pignet er vag, an hini a oa bet dalc’het gant an drouk‐spered a bedaz anezhan d’hen lezel da choum ganthan. |
Ar vrud anezhañ en em skuilhe dre holl Siria, hag e tegasent dezhañ an holl re glañv, re zalc’het gant meur a boan ha gant meur a zroug, re zalc’het gant diaouled, re loariek, re seizet, hag eñ a yac’hae anezho.
Dont a rejont da gavout Jezuz hag e weljont an hini a oa bet dalc’het gant an diaouled, an hini a oa bet dalc’het gant al lejion, azezet, gwisket hag en e skiant vat. Hag o doe aon.
Ar re o doa gwelet kement-se a lavaras dezho ar pezh a oa c’hoarvezet gant an hini a oa dalc’het gant an diaouled, ha gant ar moc’h.
hag e lavaras o krial a vouezh uhel: Petra a zo etre te ha me, Jezuz, Mab an Doue Uhel-Meurbet? Da bediñ a ran dre anv Doue, na boagn ket ac’hanon.