Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,
Sant Marc 4:5 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek e-lec’h ma oa nebeut a zouar, kerkent e savas rak ne oa ket aet don en douar, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) lod all a gwezaz en eul leac’h meinee, e pe leac’h n’hen doa ket kalz a zouar; hag e savaz kerkent, dre ma ne oa ket doun en douar; |
Reiñ a rin dezho un hevelep kalon, hag e lakain enno ur spered nevez; lemel a rin ar galon vein eus o c'hig, hag e roin dezho ur galon gig,
Hag e roin deoc'h ur galon nevez, hag e lakain ur spered nevez en ho tiabarzh. Dilemel a rin ar galon vaen diouzh ho korf, hag e roin deoc'h ur galon kig.
Hadit hervez ar reizhder, medit hervez an drugarez, freuzit douaroù nevez, rak poent eo klask an AOTROU, betek ma teuio ha ma lakaio ar reizhder da c'hlaviañ warnoc'h.
Daoust hag e redo war ar roc'h ar c'hezeg, daoust hag e vo aret gant ejened, evit ma hoc'h eus troet ar varnedigezh en ampoezon, ha frouezh ar reizhder en huelenn?
An hini en deus degemeret an had el lec’hioù meinek, eo an hini a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez,
Evel ma hade, ul lodenn eus an had a gouezhas a-hed an hent, hag al laboused an neñv a zeuas hag he debras holl.
Ar re a zo war al lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger, e zegemer gant levenez, met n’o deus ket a wrizienn, ne gredont nemet ur pennad ha pa zeu an temptadur, e kouezhont.
Ul lodenn all a gouezhas war ul lec’h meinek, ha pa voe savet, e sec’has rak n’he doa ket a c’hlebor.