Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.
Sant Marc 4:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze e lavaras dezho: Perak hoc’h eus aon? Penaos n’hoc’h eus ket a feiz? Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Neuze e lavaraz dezhe: Perag hoc’h euz‐hu aoun? Penaos n’hoc’h euz‐hu ket a feiz? |
Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.
Pa dreuzi an doureier e vin ganit, ar stêrioù ne c'holoint ket ac'hanout. Pa gerzhi dre an tan ne vi ket devet, hag ar flamm ne guzumo ket ac'hanout.
Raktal Jezuz, oc’h astenn e zorn, a grogas ennañ hag a lavaras dezhañ: Den a nebeut a feiz, perak ac’h eus diskredet?
Jezuz, o vezañ anavezet kement-se, a lavaras dezho: Perak e soñjit evel-se ennoc’h hoc’h-unan, tud a nebeut a feiz, ez eo dre n’hoc’h eus ket kemeret a vara ganeoc’h?
Mar gwisk eta Doue evel-se geot ar parkeier, a zo hiziv hag a vo warc’hoazh taolet er forn, pegement muioc’h e wisko ac’hanoc’h, tud a nebeut a feiz?
Lavarout a reas dezho: Perak hoc’h eus aon, tud a nebeut a feiz? Neuze, o vezañ savet, e c’hourdrouzas d’an avelioù ha d’ar mor, hag e voe ur sioulder bras.
Hag o doe un aon bras hag e lavarjont an eil d’egile: Piv eta eo hemañ, ma sent zoken an avel hag ar mor outañ?
Hag e lavaras dezho: Pelec’h emañ ho feiz? Int, leuniet a zoujañs hag a spont, a lavaras an eil d’egile: Piv eo eta hemañ, a c’hourc’hemenn zoken d’an avel ha d’an dour, hag e sentont outañ?