Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Izaia 42:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c'hoazh, hag ec'h embanno ar varnedigezh gant gwirionez.

Ver Capítulo Copiar




Izaia 42:3
34 Referencias Cruzadas  

a yac'ha ar re o deus ar c'halon flastret, hag a lien o goulioù.


Rak diavaezidi a zo savet a-enep din, tud taer a glask va buhez. N'o deus ket lakaet Doue dirak o daoulagad.  Ehan


Rak ar varnedigezh a vo hervez ar reizhder, hag an holl re a zo eeun a galon hec'h heulio.


dirak an AOTROU! Rak dont a ra, dont a ra da varn an douar. Barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù hervez e wirionez.


Rak dont a ra da varn an douar, barn a raio ar bed gant reizhder, hag ar pobloù gant eeunder.


Barn a raio etre ar broadoù, hag e vo an tredeog eus meur a bobl; neuze e c’hoveilhint soc’hioù eus o c'hlezeier, ha filzier eus o goafioù. Ur vroad ne savo ken ar c'hleze a-enep unan all, ha ne vo ken desket ober brezel.


Peuriñ a raio e zeñved evel ur mesaer, dastum a raio e oaned gant e zivrec'h, dougen a raio anezho en e varlenn, ren a raio a re a ro da zenañ.


Ne grio ket, ne savo ket e vouezh, n'he roio ket da glevout er straedoù.


Piv ac'hanoc'h a zouj an AOTROU? Piv a selaou ouzh mouezh e servijer? An hini a gerzh en deñvalijenn ha n'en deus ket a sklêrijenn, ra fizio en anv an AOTROU, ha ra en em harpo war e Zoue!


An Aotrou AOTROU en deus roet din un teod a ziskibl, ma c'hellin kennerzhañ dre ar gomz an hini a zo glac'haret. Bep mintin e tihun ac'hanon, e tihun va skouarn, ma selaouin evel un diskibl.


Piv eo hemañ a zeu eus Edom, eus Bozra, gant e zilhad livadennet, o tougen e benn uhel e leunder e nerzh? Me eo an hini a gomz gant reizhder, hag a zo galloudek evit saveteiñ.


Rak an holl draoù-se, va dorn en deus graet anezho, hag an holl draoù-se a chom drezañ, eme an AOTROU. Met setu an hini a sellin outañ, an hini a zo glac'haret, an hini a zo dinerzh e spered, an hini a gren da'm c'homz.


An Aotrou en deus kaset ur gomz da Jakob, kouezhet eo war Israel.


Rak reiñ a rin da evañ d'an ene sec'hedik, hag e roin e walc'h da bep ene glac'haret.


Klask a rin an hini gollet, degas a rin en-dro an hini zianket, pakañ a rin an hini dorret hec'h ezel, nerzhañ a rin an hini glañv, met e tistrujin ar re lart ha nerzhus. O feuriñ a rin gant skiant.


Gouzañv a rin fulor an AOTROU, rak pec'het em eus a-enep dezhañ, betek ma tifenno va c'haoz ha ma raio reizhder din. Va c'has a raio er-maez d'ar sklêrijenn, hag e welin e reizhder.


Deuit da’m c’havout, c’hwi holl a zo skuizh ha bec’hiet, ha me ho tiboanio.


ne frigaso ket ar raosklenn dorret, ne vougo ket al lutigenn a zivoged c’hoazh, ken en devo lakaet ar reizhder da drec’hiñ,


Neuze e lavaras da Domaz: Astenn amañ da viz ha sell ouzh va daouarn. Astenn ivez da zorn ha laka anezhañ em c’hostez. Na vez ket diskredik, met kred.


Ne c’hellan ober netra ac’hanon va-unan, barn a ran diouzh ma klevan, ha va barn a zo reizh, rak ne glaskan ket va bolontez met bolontez an Tad en deus va c’haset.


Gwelout a ris an neñv digor ha setu, ur marc’h gwenn en em gavas. An hini a oa pignet warnañ a zo galvet Feal ha Gwirion. Gant reizhder e varn hag e stourm.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos